« Din an dorn », « C’hoari gerioù », « Breizhit ».
Kaset d'an/d'ar 07/12/2014
« Din an dorn », « C’hoari gerioù », « Breizhit ».
Plijadur a oa bet d’ar sadorn 29 a viz Kala-Gouiañv get an tri c’hoari-mañ.E sal ar Gerlenn e oa un dek bennak a dud, daet da ziverral, da c’hoari, hag ar brezhoneg a oa àr un dro yezh an darempredoù hag un danvez c’hoari.
- Get « Din an dorn » emañ ar pal respont ar primañ ar gwellañ da c’houlennoù “ya/pas”.
- Get “C’hoari gerioù” e teleit, get ho pakad lizherennoù, sevel gerioù evit gounit poentoù.
- “Breizhit” zo anezhañ un c’hoari get goulennoù a bep seurt, an darn muiañ anezhe a-ziàr Breizh. Nevez a-walc’h eo pep unan ag an c’hoarioù-mañ. Bourrapl e oa an traoù hag a dra-sur en deus roet an enderviad-se c’hoant d’an dud da c’hoari e brezhoneg doc’h taol, arre, get ar Gerlenn, pe er gêr, pe e lec’h arall.