Diskouezadeg e Stez Anna, 6/10

Kaset d'an/d'ar 06/10/2012

tl_files/images/stez-anna2.png

 

Kaset omp bet disadorn (6 a viz Gouel Mikael) get Daniel Carré dre gloestr dibar kouvent Santez-Anna-Wened. Roet en deus deomp titouroù àr ar savadur a-raok mah ahemp 'ba' garid uhel ar c'hloestr. Gwelet hon eus da gentañ levrioù relijiel kozh, Bibl ar Gonideg en o mesk. Talvoudus-bras eo bet displegadennoù hon heñchour da gompren penaos e oa bet ambrouget an Iliz katolik da lakaat ar Bibl da vout troet e yezhoù an dud. Bibl ar Gonideg, avat, troet er blezadoù 1825-1830, a oa bet difennet get an iliz ur wezh achu a-gaoz ma oa bet argantaouet get hugenaoded Bro Gembre ! Ret e  vo gortoz 1866 a-raok ma vo lakaet e gwerzh. Displegadennoù ken talvoudus arall hon eus bet goude a-ziàr an taolennoù implijet er misionoù a oa bet betak pell en XXvet kantved e parrezioù zo a Vreizh-Izel. E-mesk an traoù arall a c'heller gwelet en diskouezadeg, menegomp dielloù prizius-kenañ miret en eskoptioù, èl ar builhoù o doa lakaet Erwan Helory ha Visant Ferrer da sent. Plijus ha kentelius an enderviad atav, e goudor ar c'hloestr brav-se !

Distroiñ