Distro-skol 2016-2017

Kaset d'an/d'ar 19/09/2016

Distro Skol 2016-2017

 

Emañ an hañv é achu, àr e warigoù.

Evit lod ag an dud emañ an termen da dostaat en-dro d’ar c’hentelioù-noz. Ar blez-mañ e vint é c’hober un tennad ouzhpenn àr hent ar yezh. Esperañs hon eus o deus bet tro, ur sort, da lenn, da glevet, da skriv pe da gomz brezhoneg e-pad an hañv. Pe tout an traoù-se, a bep eil ! Rak pep unan ac’hanoc’h a zele kavout e feson d’ober ag ar brezhoneg e yezh dezhañ !

Evit lod arall e vo un dra nevez-flamm, evit ar wezh kentañ e lârint frazennoù e brezhoneg, ha pelloc’h c’hoazh eh int tamm ha tamm.

Deoc’h-c’hwi razh e souetamp un distro-skol a-feson, evit anavout gwelloc’h-gwell hor yezh, ho yezh get ho monitourion.

Taolenn ar c'hentelioù - Blezad 2016-2017

Hag èl rezon, sellit doc’h an abadennoù e brezhoneg kinniget get ar Gerlenn pe get tud arall, evit tenniñ splet a gement degouezh evit komz.

paperenn emezeliñ

Distroiñ