Distro-skol

Kaset d'an/d'ar 17/09/2018

Kinnig a ra Kerlenn Sten Kidna kentelioù evit razh an dud, ag an deraouidi betek ar re en
o aez get ar yezh. Bep sizhun e vez ur gentel 1 euriad hanter
adalek ar sizhun 38 a viz Gwengolo 2018 betek fin miz Even 2019 (kentel ebet e-pad ar vakañsoù-skol).

En tu arall d'ar c'hentelioù-noz e aliomp an dud

  • da heuliiñ an daou sadorniad staj a vo kinniget ar blez-mañ (an deizioù vo resisaet) gant Kerlenn Sten Kidna, ur staj-hañv e-mesk ar re aozet get ar frammoù ezel a DAO ha, diwezhañ tra,

  • labourat d'ar bihanañ un euriad er gêr etre pep kentel evit gellet monet àr-raok (moaien zo deoc'h bout sikouret dre internet).

Frammet e vez ar c'hentelioù hervez ar pemp barregezh displeget e portfolio Europa ar yezhoù.
A-raok lakaat hoc'h anv emañ ret deoc'h neuze gouiet ho live. Mard eo bet tapet ar live A1 geneoc'h àrlane, da skouer, e c'hellit lakaat hoc'h anv er live A2.


Kinnig a raomp
6 live
:
A1 (deraouidi)
A2 (goude ur blezad skol-noz)
B1 (goude 3 pe 4 blezad pe gant ul live uhel tapet en ur mod arall)
B2 / C1 / C2.


Gellout a rit lenn danvez pep kentel en hor lec'hienn internet
www.ksk.bzh e-barzh ar
rubrikenn Deskiñ ha Portfolio ar brezhoneg DAO .

Evit gouiet ho live, div feson : er priziiñ hoc'h-unan a-drugarez d'an danevelloù-blez get DAO pe monet e darempred geneomp

Distroiñ