Dizoloiñ un embregerezh.

Kaset d'an/d'ar 22/10/2014

    Etre 25 ha 30 a dud - brezhonegerion ar braz anezhe - a oa daet da zizoloiñ an embregerezh Loïc Cheval, "Les 7 îles", e Plougoulen, d'ar sadorn 22 a viz Heneoal.

   E-pad div euriad o deus bet tro da heuliiñ Roger Morgan a gase an abadenn e brezhoneg koulz dre ar stal gwerzhiñ plant ha bokedoù ha dre diàrdreñv ar pezh a zo unan ag embregerezhioù brasañ Breizh àr dachenn ar gounid hag ar gwerzhiñ plant (tost 10 devezh-arat douar, al lodenn vrasañ dindan tier-gwer ; etre 15 ha 25 implijad a-hed ar blez). Dedennus-bras eo bet gwelet penaos e vez produet ar plant, penaos e vez graet àr o-zro, penaos e vezont aprestet evit bout lakaet àr ar marc'had. Ur bamm ivez gwelet penaos, en ur implij teknikoù nevez, e vez neoazh doujet oc'hpenn mat ha bemdez eno doc'h an natur a-fet puraat an dour, a-fet ober get c'hwiled  desavet a-ratozh evit parraat doc'h ar c'hleñvedoù, a-fed kardellat ha louzoùiñ.

     Lâromp c'hoazh eo bet plijet-bras an nannvrezhonegerion get an droidigezh servijet dezhe a-benn get David ha Patrick, hon daou druchemant. Aze e weler pegen bras servij a c'hell degas deomp ar valizenn treiñ bet prenet asampl get ar Gerlenn ha Ti Douar Alre.

Distroiñ