E ti feurm Kerporho e Pleuwigner

Kaset d'an/d'ar 17/06/2017

Ur pemzek bennak a dud a oa en em gavet disadorn vintin e Kerborzhoù, e Pleuwigner. Eno eh eus un dachenn, un ti-feurm pedagogel, e-lec’h ma vez diskouezet da glasadoù bugale, ha da dud vras ivez, un toullad loened a bep sort, ha displeget o buhez : givri, saout, deñved, yer, baoted, razhed-Indez, moc’h, houidi, lamaed ha alpagaed ha kement tra zo... Tu a oa bet d’ar weladennerion touchiñ er loened-se, gober ur c’hompren dezhe, reiñ boued dezhe, ha sevel goulennoù èl rezon… Aozet e oa ar weladenn get Kerlenn Sten Kidna, ha Mari Lorho-Pasco, unan a implijidi an dachenn, a oa é tisplegiñ an traoù e brezhoneg. E-mod-se e c’hellont degemer klasadoù e brezhoneg kement hag e galleg. Desavet e vez ar loened en ur mod bio eno, ha lod ag ar loened a zo e gwerzh en dachenn, kement hag un nebeudig produioù savet àr ar lec’h, en o mesk dilhad e gloan alpaga. Ar givri da skouer a vez kavet sav dezhe forzh aes, implijet ma vezont kalzik hiziv-an-deiz evit dichaochiñ tachennoù an dud. Aozet e vez baleadennoù àr gein poneed gete ivez.

Ti-feurm pedagogel Kerborzhoù (Kerporho), 56330 Pleuwigner.

02 97 24 78 81 / 06 61 53 16 73 ;

www.lafermedekerporho.com.

Lakaat e anv dre ret en a-raok evit gweladenniñ.

Distroiñ