Echumant ar blezad skol-noz Gouel an diplomoù

Kaset d'an/d'ar 11/07/2013

       D'ar Merc'her 10 a viz Goureneñv, eh eus bet roet o zestoni a live mat da studierion al liveoù A1, A2 ha B1 ar skol-noz ; un dra graet bremañ plaen a vlez da vlez. An 41 diplom a zo bet roet ar blez-mañ get an It. Evanno, kuzuliourez rannvro, prezidantez sindikad ar c'humunioù hag eil-maerez Pleuwigner, hag André Ar Meut, sonour ha kanour brudet-mat er vro. Ur gouelig bourrus, èl dleet. Ma oa 110 den ar blezad-mañ é heuliiñ skol-noz ha kentelioù ar Gerlenn, ne vez kinniget get DAO amprouennoù ken nemet evit an tri live kentañ betek bremañ.

         Dindan berr amzer e vo kavet roll kentelioù ar blezad 2013-2014 en linenn àr al lec'hienn-mañ (s.o. kentelioù).  Lakaet eo bet an distro-skol da sizhunvezh an 16 a viz Gwenholon.

Distroiñ