Emvod-Meur

Kaset d'an/d'ar 28/01/2013

Dramsell àr an emvod-meur

 

Un hanterkant den bennak, galloudoù degaset oc’hpenn : diskouezet he deus ar Gerlenn de genver hec’h emvod-meur be dalc’het d’an 12. a viz Genver pegen buhezek eo atav. A unvouezh emañ bet degemeret danevell (evit he fellgargiñ, klikit amañ) al labour kaset da benn hag ar feson mad eo bet meret an argant e-pad ar blezad 2012. Evit ar blezad da zonet, 2013, e vo chenchamant peogwir en em gavo treuzkaset – divizet eo bet get an emvod-meur – implij ar Gerlenn da dTi Douar Alre lec’h ma talc’ho neoazh ar stummour-animatour da labourat àr ar memp tachenn : ober àr-dro kelenn brezhoneg d’an dud en o-ment ha servij kas àr brezhoneg àr-raok àr zouar Alre.

 

Distroiñ