En em soñjal àr dazoned ar skol-noz.

Kaset d'an/d'ar 23/05/2014

               Goude an devezh studi àr efedusted ha dazoned ar skol-noz bet dalc'het get DAO - Deskiñ d'an oadourien - er Gouel-Mikel tremenet e oa bet divizet e-ser Emvod-Meur diwezhañ Kerlenn Sten Kidna reiñ lañs d'ur prantad en em soñjal àr hor skol-noz.

               Meur a bazenn a zo bet lakaet d'al labour get ar C'huzul-Merin ; an hini gentañ (ur sell àr ar moned en-dro a anavomp, ar palioù a rankahemp lakaat, ijiniñ an hentoù nevez a c'hellahemp monet gete…) a zo bet fiziet e Daniel Carré. Daou emvod eskemm soñjoù a zo bet lakaet : d'ar Gwener 30.05 ha d'al Lun 30.06 (6e d'enderv-noz, e sal ar Gerlenn). Digor int d'an holl izili (moniterion, studierion,…). An disoc'h gortozet a zo bout gouest da ginnig d'ar C'huzul-Meriñ un nebeut soñjoù da zibab - ha da studial e-pad ar mizioù da zonet - a-raok o lakaat da dalvout, mard eo kempennet an hentoù, a-benn an distro-skol 2015.

                Get ar mell chantier-se en em gavo ar Gerlenn etre bremañ ha dibenn ar blezad-skol 2014-2015 ; da lâret eo just d'an amzer ma vo lidet he zregont 30 vlez bezañs ha labour e kornad An Alre. A-c'houde 1985 e chom enta hor c'hevredigezh sonn en he fal pennañ : servij ar brezhoneg en ur sevel muioc'h-mui a vrezhonegerion, en ur reiñ an tu d'an holl da eskemm ha d'ober traoù e brezhoneg.

     Gouiet hiroc'h : danielcarre@orange.fr pe 06.61.44.40.32

Distroiñ