Enderviad e brezhoneg e ekomirdi Sentegan

Kaset d'an/d'ar 21/10/2013

tl_files/Actualites/2013-2014/20131019 - Apres-midi en breton a l'ecomusee de St-Degan (Copier).JPG

Barradoù glav a-bil, gouahadoù avel foll, amzer divourrus... Trawalc'h a oa aze evit distreiñ oc'hpenn unan ag ar soñj donet da vale àr ar minotennoù en-dro da Sentegand ; mem get ar c'hoant gouiet hiroc'h a-zivout ar potironed. Tro div eur e tas an amzer da vout kaer ur bam ; re ziwezhat neoazh evit kuitaat ar gêr hag erru e kours àr al lec'h. U dousennad tud kalonek hepken o deus kemeret perzh enta ha tennet gounid ag ampartiz hag anaoudegezh Patrick Drean àr an dachenn-se.

 

Doc'h tu ar vugale ne oant ket oc'hpenn : un dek bennak hepken pa vezont, d'al liesañ, an hanter muioc'h é tonet da sort abadennoù labour-dorn alejet a-ratozh evite. Kement-se ned eus ket parraet, e kontrel mem, a ober labour fiskal en-dro da dem an diskar-amzer ha gredus eh eus bet didroc'het,peget, spilhennet, livet betek sevel e vestr-oberenn.

       Savet e oa bet an enderviad get Kerlenn Sten Kidna, Ti Douar Alre hag Ekomirdi St-Degan, atav e-ser Douarre Gouel bemdez 2013

Distroiñ