Goude an droiad a blasenn da blasenn.

Kaset d'an/d'ar 18/07/2015

          Etre 200 ha 220 den o deus kemeret perzh digwener diwezhañ (d'an 10 a viz Gouere enta) e 10vet troiad A blasenn da blasenn bet savet, evel pep blez e bourc'h Pleuwigner. Un droiadig hent e gwirionez met atav ken plijus d'ober àr e bazigoù get traoù da welet ha da selaou hed-ha-hed. Klevet o doa mignoned  ar Gerlenn ar galv kaset dezhe get Catherine ha Nolwenn ha daet e oan niverus ar blez-mañ c'hoazh – hag  a galon vat atav - da gas an degouezh. Maskloù kuzhet e lec'hioù dic'hortoz èl bepred hag, evel bepred ivez, pareadoù sonerion ha c'hoarierion, larerion a bep sort ec'h ambroug an arvesterion dre ruioù hag ivarc'hoù (lod anezhe dianav mem da veur a Bleuwignerad ). Kaset omp bet enta get red an dour – tem ar blez-mañ - a fetan da riolenn hag a wazh da boull.  Ur pezh a nozvezh hag a zegouezh evit reiñ an tu d'an dud d'en em zaremprediñ an eil egile, da dañvaat ar mem plijadur kevret. Ha kement-se e galleg hag e brezhoneg.

Distroiñ