Goude an emvod-meur 2014

Kaset d'an/d'ar 21/02/2014

       D'ar Sadorn 15 a viz C'hwevrer 2014 emañ bet dalc'het enta emvod blez ar Gerlenn. Un 50 ezel bennak, en ur gontiñ ar galloudoù daet d'ar sekretour, o deus kemeret perzh. Daet e oa ivez dilennidi a-berzh ar Rannvro, a-berzh kumunioù zo ag ar c'hornad (An Alre, Brec'h) hag a-berzh kevredigezhioù pe aozadurioù pedet (Ti Douar Alre, Div Yezh Brec'h, Pluvigner-Patrimoines, Kanerion Pleuigner…) ; niverusoc'h c'hoazh e oa ar re o doa goulennet bout digarezet (an ao. kannad hag an ao. senatour ; maered Pluergad, Pleuwigner ha Lokmaria-Kaer ; ekomirdi Sentegan…).

       Danevell an ober a-hed 2012-2013 (da lenn amañ) a zo bet degemeret a unvouezh àr-bouez unan (chomet hep votiñ). Al labour meriñ an argant e-pad ar blezad a zo bet kavet direbech ha quitus zo bet roet a-unvouezh d'an trezolour.

         Ar blez-mañ e klasko ar Gerlenn derc'hel d'he fal - labourat evit ar brezhoneg e bro an Alre. Lakaet e vo neoazh ar pouez àr daou dra : en em soñjal àr ar c'helenn d'an dud daet en amzer da zonet, èl ma er goulenn DAO (ar skol-noz, emgavioù, an deskiñ fonnaploc'h…) ha brudiñ ar pezh a vez graet get ar Gerlenn (an DVD, An Dasson, danvez al lec'hienn internet) ; lakaet e vo argant hag euriadoù labour e-barzh evit spisaat an daou hent-se ha bout e stad da ginnig dibaboù d'ober da emvod-meur 2015, a-benn ur blez.

Distroiñ