Gouel an diplomoù
Kaset d'an/d'ar 31/10/2014
O zestoni live A1 ha live A2 e-keñver deskiñ brezhoneg a zo bet roet get ar Gerlenn da 31 studiour bet heuliet plaen dezhe kentelioù ar skol-noz a-hed ar blezad 2013-2014 ; ha bet aprouvet ivez o barregezh hervez amprouennoù DAO. Roet eo bet an diplomoù get an ao. Duchemin, maer An Alre, an ao. Allain, eil-maer ha kuzuliour dave ar brezhoneg e Ti Douar Alre, hag an it. Goualle, renourez Radio Bro Gwened. O zri o deus douget bri ha doujañs da c'hredusted ar studierion, da labour dalc'hus ar voniterion, da verzh padus ar Gerlenn àr dachenn ar brezhoneg.
Trugarekaet int bet koulz evit ho bezañs hag o c'homzoù get P. Dréan, prezidant ar Gerlenn, D. Carré, e karg ag ar skol-noz ha meur a izili arall ag ar c'huzul-meriñ.