Gweladenn e ti Dizale

Kaset d'an/d'ar 03/12/2015

Un dek bennak a dud a oa bet e Plarnel d’ar merc’her 25 a viz Kala-Gouiañv, evit gweladenniñ studioioù ar gevredigezh Dizale. Degemeret e oamp bet get David Huilizen, e karg ag ar c’hehentiñ evit Dizale. Er studio e oa Lors Skavenneg, rener arzel, Jean-Mari Ollivier, ijinour ar son, hag ur lajadig komedianed. Gwelet hor boa penaos e labourent. An deiz-se e oant é enrolliñ bouezhioù evit un dresadenn vev, ha neuze e oa interesant-bras gober ur c’hompren d’an darempred etre ar rener arzel, ijinour ar son, hag ar gomedianed, evit donet da benn d’ober un eilmouezhiiñ a galite. Tro o doa bet ar weladennerion ma oamp d’ober un toullad goulennoù a-ziàr ar pezh a welemp, hag ivez ar labour a vez e-raok ha goude ar bazenn-se. Goude bout chomet un herradig er studio e oamp aet en ur sal arall lec’h m’en doa komzet David Huilizen un tamm pelloc’h a-ziàr Dizale dre vras hag ivez ar lec’hienn Breizhvod a ro an tu d’an dud da feurmiñ pe da breniñ filmoù e brezhoneg.

Talvoudus e oa bet ar weladenn evit gwelet a-dostoc’h petra zo rekis gober e-raok lakaat dirak daoulagad ha divskouarn an dud ur film pe un dresadenn vev eilmouezhiet e brezhoneg.

Un nebeut deizioù goude d’ar lun 30 d’an noz hor boa bet lec’h da welet ur film bet eilmouezhiet get Dizale just a-walc’h, « Lodenn an aelez », get Ken Loach, er sinema « Ti Hanok » en Alre. Tro-ha-tro 40 den a oa daet, ha goude ar film e oa bet un tamm kaoz etre Lors Skavenneg, David Huilizen, Yann-Glaod ar Ruyet (a gas un abadenn sine-club e brezhoneg bep miz e Ti-Hanok), hag an arvesterion.

A-dra-sur e talvo ar boan derc’hel bev ar liamm etre Dizale ha Kerlenn Sten Kidna en amzer da zonet tost, ha kinnig abadennoù arall sort-se.

Distroiñ