Gweladenn mediaoueg Brec'h

Kaset d'an/d'ar 09/12/2021

 

Salud deoc'h tout !
 
Emgav ar sadorn vintin ne vo ket e sal KSK en Alre disadorn, etre 10 eur ha kreisteiz ! E Brec'h e vo, er vediaoueg, un digarez evit teurel ur sell àr ar mod nevez mand eo aozet ar vediaoueg, ha furchal e-mesk ar levrioù e brezhoneg a zo er levraoueg, bet prenet get KSK a vlez da vlez. Un emgav aozet da gentañ-penn evit deskerion ar c'hentelioù-noz. Degas a ran soñj deoc'h e c'hell izili ar Gerlenn amprestiñ levrioù e Brec'h, just é tiskouez o c'hartenn-ezel.
 
Patrick Dréan
 

Distroiñ