Mirdi berrbad traoù ar pemdez

Kaset d'an/d'ar 15/09/2022

 
Da c'hortoz ma krogo ar c'hentelioù get Kerlenn Sten Kidna e fin ar miz e kinnigomp deoc'h mont da welet Mirdi berrbad traoù ar pemdez, e Pleuwigner, d'ar yaou 15 09, rak e-dan berr e vo serret an dra-se...
 
Petra eo ? Un dastumad traoù, objedoù a bep sort ag ar vuhez pemdeziek, bet degaset er memes sal get meur a unan. Pep unan ag an traoùigoù-se en deus un istoer, liammet doc'h buhez an den mes ivez mod pe vod doc'h istoer ar vro hag ar gevredigezh dre vras.
 
Gweladenn ambrouget get Daniel Carré, e brezhoneg ; emgav da deir eur d'enderv e sal ar gantinenn gozh, "rue de la diligence" e Pleuwigner, d'ar yaou 15 09.
 

Mard oc'h intereset, gwell eo deoc'h lakaat hos anv en a-raok (betek an deiz kent), deomp da ouiet kalz-pe-bihan pet den a vo. Evit er gober, skrivit da :
 
 

Distroiñ