2018-Labour-dorn evit an Nedeleg

Kaset d'an/d'ar 08/12/2018

 

22 a vugale – klok e oa ar staj – a oa en em gavet en Alre d’ar sadorn 08 a viz an Azvent, d’enderv, e sal Kerlenn Sten Kidna, evit sevel kinkladurioù Nedeleg, hag estroc’h evit ur stal a c’hellent kemer perzh enne : boulomigoù-erc’h get chaochetoù, kaset get Fiona, skeudenn Nedeleg e kartoñs, kaset get Dominig, tadoù-Nedeleg àr-goubl, kaset get Nolwenn, sapin-Nedeleg e toaz-sall, kaset get Ghislaine, pe e koad, kaset get Martine. En tu arall d’ar blijadur a vez é sevel traoùigoù brav a-gevret, e oa talvoudegezh (ha plijadur !) an enderviad-se er fed ma oa kaset da benn e brezhoneg ; ar vugale a oa aze a zo skoliet e hentadoù brezhonek e kornad an Alre, ha e-ser labourat get o daouarn o deus gellet komz ha klevet brezhoneg en un degouezh disheñvel a-zoc’h kani ar vuhez-skol, ar pezh a zo a-bouez, dreist pep tra evit ar re n’o deus ket ar boneur da gomz brezhoneg er gêr.

Meizout a raont èl-se n’eo ket ar brezhoneg yezh ar skol hag ar studi hepken mes ur yezh hag a c’heller komz en diavaez ivez.

 

Distroiñ