201903-30 Baleaden Sendegan

Kaset d'an/d'ar 01/04/2019

Un dek bennak a dud a oa en em gavet d’ar sadorn 30 a viz Meurzh dirak ekomirdi Sendegan e Brec’h, hag e-dan un heol gaer, evit ur valeadenn kaset da benn get Patrig Drean, e-kostez ar werje ; Tony ar Saoz, a zo é labourat evit an ekomirdi, a oa aze ivez ; un digarez evit sellet en-dro doc’h ar c’hadastr kozh ha gwelet tres kozh ar vro pell kent ma vehe bet stanket ar flangenn evit krouiñ ar lenn, kent ma vehe adlodennet an douaroù ivez, ha klask kompren an anvioù brezhonek a oa da gement park a oa. Dre ma oa ar vuhez é tispak a bep tu get an nevez-hañv eh eus bet komzet ivez ag ar gwez e bleuñv, ar pousined enne, ar louzaou… Tro 5 e 40, èl ma oa an dud é vonet kuit goude ar valeadenn, e oa bet gwelet teir gwignelenn-siminal a-dreist an ekomirdi, ar re gentañ ag ar blez.

Distroiñ