2020-2021 Priz lennegel Sten Kidna

Kaset d'an/d'ar 10/10/2020

Dre Faot Faure

Clic sur Image tl_files/images/Boutons/Fleche vers le haut.jpg

Priz lennegel Sten Kidna : Yann Gerven en Alre d’ar sadorn 10

Dibabet eo bet romant Yann Gerven e-mesk ar c’hwec’h romant a oa àr ar renk evit ar priz Sten Kidna, ar blez-mañ !

Skrivet en deus « Dre faot Fauré », ur romant a gaver ennoñ bed ar sonerezh klasel mesket get un istoer polis. Tudennoù get personelezhioù disheñvel ha livet brav, ur yezh a-galite hag un tamm mat a fent evel dalc’hmat get Yann Gerven. Hag ivez ar mod speredek mand eo skoulmet an istoer. Setu ar pezh a zo bet kaoz mand eo bet dibabet.

Disadorn, d’an 10 a viz Gouel-Mikêl, e vo Yann Gerven en Alre, da 10 eur er sal Hélène Branche, lec’h ma vo roet e briz dezhoñ geneomp ha get ti-kêr an Alre, ha ma vo lañset un tamm kaozeadenn get ar lennerion.

Neuze, hag ho pehe lennet ar levr pe pas c’hoazh, na zoujit ket donet evit un abadenn en enor d’ar skrivagner hag en enor d’ar skrivañ e brezhoneg. Moaien zo da gavout ar levrioù da brenañ er stal « Vent de soleil » à Auray.

Distroiñ