Devezh atalieroù aveid ar vugale

Kaset d'an/d'ar 22/04/2024

 

"Douar ruz ha kangouroued rouz"

Demat deoc'h,

Emañ ar vakañsoù é tostaat ; èl seul gwezh e vo kinniget get Ti Douar Alre d'al Lun kentañ ag ar vakañsoù- da lâret eo d'an 22 a viz Ebrel an taol-mañ- un devezh atalieroù kaset e brezhoneg digor d'ar vugale etre 6 ha 12 vlez etre 9e30 ha 5e.

"Douar ruz ha kangouroued rouz", setu an tem dibabet evit hor penn-devezh diwezhañ ag ar blezad 2023-2024. Un digarez kaer 'vo kement atalier da dañva sevenadur Aostralia : sevel ur vazh-glav pe un didgeridoo, liviñ un daolenn e doare an aborijeniz, kemer perzh en ur c'hoari avañtur, alejiñ katev-kevnid ha c'hoazh.

Ma vehec'h dijabl da zont da reiñ un dorn deomp, lârit din dre vail pe pellgomzit din (06 31 60 26 82).

Evit gouiet hiroc'h, sellit doc'h ar pezhioù stag ha  na zoujit ket a vonet e darempred genin.


Nolwenn Tatard

 

Atalier_miz_Ebrel_2024.pdf          TDA 23 24 atalieriou lun 22 4 24 OCEANIA.pdf

 

Distroiñ