Kafe, bara-amanenn

Kaset d'an/d'ar 29/10/2013

Kafe, bara-amanenn a vez dalc'het div wezh ar miz e Pleuwigner, etre miz ar Gouel-Mikel hag echumant miz Meurzh

 

Kaer e oa an amzer, brav ha dous : "hañvig Kergonan" , èl ma lârer er vro !... Kement-se n'en doa ket parraet neoazh doc'h un nebeudig vat a dud da zonet digwener diwezhañ (d'ar 25 a viz ar Gouel-Mikael) da Bleuwigner da gemer perzh e abadenn kafe, bara-amanenn.

 

Da greskaat ar bare e oa daet ivez ur pemzek stajiad bennak ag an Arradon lec'h m'emaint é teskiñ brezhoneg d'an daou-lamm get Stumdi. Plijadur zo bet enta doc'h an daou du : doc'h hini ar vrezhonegerion ampart é klevet o doere get ar re é tonet d'ar yezh ha doc'h tu an eil re-mañ é veviñ ar yezh é vonet en-dro en diavaez ag o c'hentelioù.

              Ar wezh kentañ e oa da gement a stajidi - hag int nebeut avañset e brezhoneg - donet da gafe, bara-amanenn. Esperañs hon eus neoazh ne vo ket an hini diwezhañ dezhe donet na deomp-ni d'o degemer : pinvidigezh ha lañs a vez tapet get an holl e degouezhioù a sort-se.

               Da zegas soñj : Kafe, bara-amanenn a vez dalc'het div wezh ar miz e Pleuwigner, etre miz ar Gouel-Mikel hag echumant miz Meurzh ; evit gwelet an deiziadoù klikit amañ.

Distroiñ