Katev ar roueion ha levrioù
Kaset d'an/d'ar 14/01/2023
Ur gerig evit ho pediñ da zonet da sal Kerlenn Sten Kidna (6 ru Joseph Rollo, an Alre), d'ar sadorn 14 01 da vintin, da 10 eur (ha betek kreisteiz)
Daou dra a vo graet a-benn neuze :
1° gwerzhet e vo levrioù marc'hadmat, lod-kaer anezhe e brezhoneg.
2° debret e vo katev ar roueion hag evet ur bannig àr-un-dro
Trugarez èlkent da naetaat ho taouarn ma tebrit un tamm e-raok sellet doc'h ar levrioù 

Gwerzh ar levrioù a yay da harpiñ obererezh Kerlenn Sten Kidna,
Evit ar c'hatev e vo ur priz doc'h ho c'hoant.
Da c'hortoz ar blijadur d'ho kwelet an deiz-se.
A wir galon,
Patrick Dréan