Kerlenn Sten Kidna e saloñs al levrioù e Karaez

Kaset d'an/d'ar 30/10/2013

          Evit an eil blezad e oa ar Gerlenn é terc'hel ur stand e Karaez e-pad saloñs ar levrioù. Mad eo gwir n'eo ket an embann pal kentañ hor c'hevredigezh n'eo ket diaes gwelet ne vez ket disoñjet an dachenn geneomp. A-benn e soñjer en Dasson: savet eo bet er blez 1986 hag, edan berr, en em gavimp get an Nnn 78 ; ur pennad brav a hend, n'eo ket ? Met oc'hpenn a zo : Chom bev ! ur c'haierig a zalc'her atav da werzhiñ, Miettes de breton implijet e stajoù zo. Ha kement-se hep disoñjal ar pezh a vez embannet hep bout lakaet àr ar paper : CDoù pe DVDoù get abadennoù enrollet, danvez kavet àr ar lec'hienn-mañ er rannoù Lenn ha selaou ha Komzoù dastumet. Nag an DVDRom Daet eo genin ! Ur benveg hep e bar e brezhoneg, daet er-maez ur blez zo ha skignet dre rouedad Coop-Breizh ; gwerzhet zo bet en tu arall da 500 skouerenn anezhañ betek bremañ.  

        Setu, n'eus ket bet den ebet é lâret deomp e oa souezhet doc'h hor gwelet eno get ur stal. Pouezusoc'h evit ar marc'had graet eo moarvat an digarez hon eus bet èl-se da gomz ha da ziviz get kalz a dud ; da welet ivez eo anavet hor C'herlenn betek pell-mat a zoc'h douar Alre.

 

 

Distroiñ