Kinkladurioù evit Nedeleg

Kaset d'an/d'ar 02/12/2017

          D’ar sadorn 2 a viz an Azvent e oa birvilh e sal ar Gerlenn. Prientet e oa bet peder stal-labour get tud a youl vat ag ar Gerlenn, Nolwenn, Jislenn, Fiona, Martine ha Dominig ; da un eur hanter e oa bet degemeret ar vugale gentañ ; en holl a-benn ar fin e oa c’hwezek a vugale é troiñ a stal da stal, evit sevel kinkladurioù Nedeleg : garlantezennoù, kartennoù, kurunennoù, boulomigoù-erc’h… Ar pal a oa kas ar stalioù-se da benn e brezhoneg, evit ha get bugale hag a zo é teskiñ brezhoneg er skolioù, hag, evit lod, hag a gomz brezhoneg er gêr ivez. Un digarez, evit ar re na glevont ket brezhoneg en o familh atav, d’ober get ar brezhoneg er-maez ag ar skol.

Plijadur a oa bet get ar vugale é sevel an traoù ha kavet o doa berr an amzer, ken na oa arru an termen da zebriñ merenn-enderv, ha da ziskouez o oberennoù d’o zud. Ha d’o c’has gete d’ar gêr forset-mat.

Bourrapl e oa bet an enderviad, peadra da reiñ c’hoant da sevel unan arall seurt-se un tamm diwezhatoc’h, evit komz e brezhoneg get ar vugale e-ser labourat get hon daouarn, tout an dud, ar re vras hag ar re vunut !

Distroiñ