Klub soniñ Sten Kidna

Kaset d'an/d'ar 18/12/2013

          Tro un dousennad tud, gwazed ha maouezed en em gav ur wezh pep teir sizhun,

d'ar merc'her da noz (8e ha kart - 10e 'met kart) da ganal, da soniñ en-dro da gCatherine Pasco.

A bep sort e vez sonet, met e brezhoneg nemetken ; hag e brezhoneg e vez kaset an abadenn ivez : un digarez da ober get ar yezh. Deskiñ bout en e aes é soniñ a-fet korf, bouezh hag anal ; kement-se evit e blijadur met, gwezh an amzer, evit kemer perzh e abadennoù zo (e-pad Sizhuniad ar Brezhoneg, da skouer).

     Digor d'an holl. Evit gouiet an deizioù, taolit ur sell àr ar c'halañder.

Distroiñ