Lennomp Asambl

Kaset d'an/d'ar 22/10/2022

 
Disadorn, Lennomp asambl, da 10 eur e Mediaoueg Brec'h.
 
Emgav kentañ evit ar blezad-skol-mañ, un digarez evit komz ag ar levrioù bet lennet geneoc'h e-pad an hañv hag a-c'houde an distro-skol, levrioù e brezhoneg èl rezon mes ivez e yezhoù arall.
Da greisteiz ivez e vo kaset un nebeut levrioù nevez-flamm d'ar vediaoueg, levrioù bet prenet get Kerlenn Sten Kidna hag a c'hello bout amprestet get an neb a garo.
 
Kerlenn Sten Kidna
Mediaoueg Brec'h
Etre 10 eur ha kreisteiz.
A-vad
Darempred : 06 74 99 16 06 / patrickdrean@yahoo.fr
 
Patrick Drean

 

tl_files/images/2022-2023/Lennomp Asambl/BAGB - Lennomp Asambl.jpg

 

 

Atalier lenn evit an dud daet

 

Salud d'an holl,

 

Un emgav nevez Lennomp Asambl a vo aozet a-benn disadorn, etre 10e ha 12e da vintin !

Ar pal evel da gustum : komz, e brezhoneg, a levrioù a bep sort, re ho peus bet lennet sur a-walc'h, met ivez levrioù a garehec'h lenn, ho peus klevet komz anezhe... Komz a skridoù e brezhoneg èl rezon, met pas hepken. Lennet ho peus un istoer-polis e kastilhaneg hag he deus plijet deoc'h ? Moaien zo komz a gement-se e brezhoneg.

Aozet get Kerlenn Sten Kidna ha Mediaoueg Brec'h.

 

Dait da Vrec’h !

 

Patrick Drean

 

Distroiñ