Lennomp Asambl

Kaset d'an/d'ar 19/11/2022

 

Atalier lenn evit an dud daet

 

Salud d'an holl,

 

Un emgav nevez Lennomp Asambl a vo aozet a-benn disadorn, etre 10e ha 12e da vintin ! Ar pal evel da gustum : komz, e brezhoneg, a levrioù a bep sort, re ho peus bet lennet sur a-walc'h, met ivez levrioù a garehec'h lenn, ho peus klevet komz anezhe... Komz a skridoù e brezhoneg èl rezon, met pas hepken. Lennet ho peus un istoer-polis e kastilhaneg hag he deus plijet deoc'h ? Moaien zo komz a gement-se e brezhoneg. Aozet get Kerlenn Sten Kidna ha Mediaoueg Brec'h.

 

Dait da Vrec’h !

Darempred : 06 74 99 16 06 / patrickdrean@yahoo.fr
 
Patrick Drean

 

tl_files/images/2022-2023/Lennomp Asambl/BAGB - Lennomp Asambl.jpg

 

Distroiñ