Lennomp Asambl

Kaset d'an/d'ar 07/11/2021

 

Atalier lenn evit an dud daet

 

Salud d'an holl,

 

Un emgav nevez Lennomp Asambl a vo aozet a-benn disadorn, d’an 13 a viz Kalañ-Goañv 2021, etre 10e ha 12e da vintin !

An taol-mañ e vo an traoù E MEDIAOUEG BREC’H, ma zud vat ! Ne vo ket dre Internet !

Ar pal evel da gustum : komz, e brezhoneg, a levrioù a bep sort, re ho peus bet lennet sur a-walc'h, met ivez levrioù a garehec'h lenn, ho peus klevet komz anezhe... Komz a skridoù e brezhoneg èl rezon, met pas hepken. Lennet ho peus un istoer-polis e kastilhaneg hag he deus plijet deoc'h ? Moaien zo komz a gement-se e brezhoneg.

Aozet get Kerlenn Sten Kidna ha Mediaoueg Brec'h.

 

Dait da Vrec’h !

 

Patrick Drean

 

Distroiñ