Lennomp asampl e Brec’h : Jarl Priel, Naïg Rozmor, Anne Guillou, Christine Angot...

Kaset d'an/d'ar 23/11/2015

Un daouzek den a oa tolpet d’ar sadorn 21/11 mintin e mediaoueg Brec’h evit kaozeal a ziar ar pezh o deus lennet e brezhoneg, pe e galleg. Ur pezh c’hoari a zo bet displeget dezhe : «  Ar spontailh » , skrivet get Jarl Priel. Met ivez romantoù e galleg evel «Terre promise» (Skol Vreizh), skrivet get Anna Guillou ha tennet ag istor gwir ar Vretoned bet kaset da labourat en Dordogne er blezadoù 1920 rak ne oa ket douar awalc’h e Breizh evite… Romant nevez Christine Angot a zo bet displeget ivez («Un amour impossible»).

Kaoz a zo bet a varzhoniez get oberennoù klok Naïg Rozmor embannet get Emgleo Breiz nevez zo. Levr Olivier Le Braz a zo bet diskouezet ivez, «Le visage des Gad» (Locus Pocus), a ziar stourm ar re a labour barzh ar stal se.  Plijus eo bet an emgav, ha kentelius ivez !

Skeudenn : le Télégramme

Distroiñ