Levrioù ha tud

Kaset d'an/d'ar 18/10/2014

          E levraoueg Brec’h e oa tolpet, d’ar sadorn 18 a viz Gouel-Mikêl, ur pemzek bennak a dud, evit un emgav « Lennomp asambl ». D’ober petra ? Pep unan a c’hell kaozeal a-ziàr ar levrioù en deus bet lennet nevez zo, ha redek a ra ar gaoz da heul ; lec’h zo da sevel goulennoù, da zeskiñ traoù, da lâret kaer ha da farsal ivez. Un digarez eo da anavout gwell ar pezh a vez embannet hiniv an deiz e brezhoneg, da vroudiñ c’hoant an dud da lenn an traoù-se. Kas a ran soñj deoc’h e ro bod levraoueg Brec’h d’un teskad puilh a levrioù brezhonek. Da Gerlenn Sten Kidna int met kement den enskrivet er levraoueg a c’hell o amprestiñ, hag izili ar Gerlenn ivez get o c’hartenn ezel.  Met e-pad an tolpad eh eus bet komzet ivez – atav e brezhoneg èl rezon – a levrioù skrivet e yezhoù arall : galisianeg, galleg, saozneg, italianeg…

Un tammig zo bremañ, e gwirionez, eh eus ag an emgav miziek-mañ aozet get ar Gerlenn ha degemeret get levraoueg Brec’h. Pep unan ag an dud en tolpoù-se a gas dour d’ar vilin a-dra-sur met grad vat a ouiomp da Christian memestra hag a vez lies é c’hoari rol an animatour hag é vagiñ ar gaoz. Ha just a-walc’h, danvez zo ha danvez a vo c’hoazh evit emgavioù arall just ker bourrapl èl honnañ !

Patrick DREAN

Distroiñ