Mont e brezhoneg d'ar vugale. - Kentañ abadenn.

Kaset d'an/d'ar 10/12/2013

 

 Mont e brezhoneg d'ar vugale. - Kentañ abadenn.

 

 

 

 

D'ar sadorn 7 a viz An Azvent eo tremenet kentañ abadenn ar stajig Mont e brezhoneg d'ar vugale. 17 den o deus lakaet o anv ar blez-mañ get ar soñj donet da benn a implij un tammig brezhoneg get o bugale e degouezhioù ar vuhez pemdeziek. D'ar sadorn 25 a viz Genver ha d'ar sadorn..... a viz C'hwevrer en em gavint en-dro ; c'hwec'h euriad en holl ; teir abadenn kaset seul gwezh get daou animatour duac'h da gelenn d'ar vugale ha/pe d'an dud daet. N'eo ket deskiñ ar yezh a vez klasket ; kentoc'h degas troiennoù, gerioù prest-kaer, aes da zerc'hel soñj anezhe, akomot da implij get ar vugale. Meur a dem a vo gwelet : an onestiz, monet da gousket, moumouniñ ha kalonekaat, kas trouz( perak ne vehe ket ?), suhetoù, doc'h taol... Piv a gaver é kemer perzh en ur staj a sort-se ? Dreist-pep-tra kerent nannvrezhonegerion bugale skoliataet en hentennoù divyezhek. Evit bout katapl da reiñ an dorn d'o bugale en o labour skol, eme-c'hwi. Tamm ebet ! N'eo ket kelenn ar yezh a vez graet. Neoazh, ma n'eo ket ret d'an tad pe d'ar vamm gouiet brezhoneg evit ma en em denno gwell o bugale er yezh-se, emañ sklaer ne vo ar c'hrouadur nemet well a c'houiet e tougont-int trawalc'h a vri dezhi evit implij ar pezh a c'hellont, ar pezh a ouiont anezhi.

 

Oc'hpenn an abadennoù e vez kinniget d'ar stajidi ur c'haier hag ur CD get an danvez bet gwelet, da vihanañ bet degaset, e-pad an abadennoù

 

 

 

Distroiñ