Nozvezh kanal "Selaouit aloñ selaouit"

Kaset d'an/d'ar 22/04/2016

D'ar GWENER 22 A VIZ EBREL 2016

 

          E sal ar Vadelenn digwener d’an noz e oa en em dolpet an dud evit ur filaj aozet get Kerlenn Sten Kidna. Etre 20 ha 30 den a oa, ha lec’h a vehe bet da zegemer muiikoc’h a dud a-dra-sur. Gwazh a se evit ar re ne oant ket daet, kar bourraplted a oa bet eno.

 

          Pasapl ag ar sonennoù a vez lâret er filajoù pe er festoù-noz a oa bet savet un tammig zo dija, en tu arall da 50 vlez zo, sur, gwezhavez ouzhpenn. An taol-mañ neoazh evit ar filaj-mañ e oa bet lakaet ar pouez àr ar sonennoù savet nevez zo. Lod e gwirionez a oa nevez-flamm, bet savet daou viz zo, ur miz zo pe ar sizhun dremenet. Ken nevez meur a wezh ma ne oant ket bet desket dre vemoar get ar ganerion c’hoazh. Lod arall a oa un tamm koshoc’h, bet lâret dija estroc’h evit ur wezh dirak an dud. Un digarez e oa da glevet, get plijadur, tonioù pe sonennoù ne vezer ket kustum da glevet, hag ivez un digarez da gomz. E-raok ar sonenn evit displeg petra eo orin ar sonenn, pe goude ar sonenn, pa lâre an dud o santimant àr ar pezh e oant é tonet a glevet. Pechañs e roy c’hoant ar filaj-mañ, doc’h un tu d’ar re zo krog da sevel sonennoù d’o deskiñ evit mat, ha d’ar re arall, da sevel sonennoù pe da zeskiñ sonennoù bet savet get tud arall. Unan a balioù an afer e oa, kar sevel sonennoù en ur yezh a zo unan ag ar fesonioù d’he derc’hel bev.

 

tl_files/images/2016-2017/Nozvezh Selaouit alon selaouit 1.jpg

 

          Klevet e oa bet neuze kanerezed An diaoul ha peder, Nolwenn Tatard, Natacha ar Gall, Momo Jouanno, Yann Gaudion, Klub soniñ Kerlenn Sten Kidna, Patrick Drean ha Katrin Pasko.

 

tl_files/images/2016-2017/Nozvezh Selaouit alon selaouit 3.jpg

Distroiñ