Pleuwigner, a blasenn da blasenn 2014.

Kaset d'an/d'ar 11/07/2014

Etre 200 ha 250 a dud ha plijadur a yoc’h !...

           Ne oa ket memp 1,5 km d’ober ar blez-mañ !...

Etre ar Vadalenn ha porzh ar Wern o deus kerzhet ha kanet an dud – tost 250 ur sort ! – daet da gemer perzh e 9vet abadenn Pleuwigner, a blasen  da blasenn. Kanet zo bet, c’hoariet zo bet, klevet zo bet divizoù a bep sort, gwelet zo bet maskloù. Traoù dic’hortozivez, èl ma vez seul tro. Digarez en deus bet c'hoazh meur a unan da zizolioñ porzh ar Wern, porzh ar person a-gent, bet prenet nevez zo get ar gumun ; un tachad dispar evit kas sort abadennoù.

          Un abadenn ken koulz, ma n’eo ket gwell mem, evit ar re bet kaset ar blezadoù paseet…  Trugarez ar Gerlena a ya  d’an holl re, sonerion, kanerion, c’hoarierion, maskloù, marteloded, spontailhoù evned, pesketourezed … daet a galon vat da reiñ deomp an tu da dañvaat un nozvezh plijadur ha begon.

Distroiñ