Pleuwigner a blasenn da blasenn : tud a vostad !

Kaset d'an/d'ar 16/07/2013

         Oc'hpenn 300 a dud a oa daet da Bleuwigner d'ar Gwener 12 a viz Goureneñv da gemer perzh en abadenn A blasenn da blasenn. An amzer a zo bet a-du get an aozerion ar blez-mañ : kaer-bras e oa bet a-hed an devezh ha plijadur o deus bet an holl é vonet doc'h ar goubanvezh-noz dre ar straedoù hag an nivarc'hoù e-ser soniñ asampl, selaou bourdoù ha sellet doc'h an degouezhioù savet evite. Meur a wezh emaint bet bamet get ar pezh a zo bet kinniget get an aktourion (tud en o-unan pe pareadoù) daet a galon vat. Setu eh eus bet gwelet razhed é pourmen e-mesk an dud, ur mell dragon é fardiñ a gogneloù zo,... tl_files/Actualites/2012-2013/20130712 - a blasenn da blasenn Pleuwigner.JPG

Kalz a  sonennoù da gerzhet ha da selaou, e galleg hag e brezhoneg. Pep tra bamus ha dic'hortoz, èl ma er goulenne tem ar blez-mañ.

Distroiñ