Prezegenn e galleg kaset en-dro get Pierre Joubin,

Kaset d'an/d'ar 09/10/2014

Prezegenn e galleg kaset en-dro get Pierre Joubin,
prezidant ar strollad Breizh-Galisia

    
    Niverus eo ar c'halisianiz a zo tomm o c'halon doc'h Breizh ! En o mesk, Alfonso Castelao, unan a dadoù ar vroadelouriezh c'halisian, a oa deuet e 1929 da studiañ hor c'halvarioù hag hor savadurioù relijiel hag Alvaro Cunqueiro bet awenet get hor mojennoù, cheñchet en doa lec'h dezhe ha lakaet da c'hoarvezout e Galisia. Bet e oa bet, ha kement-se get sikour Polig Monjarret, unan ag ar re gentañ é roiñ lañs da sevenadur Galisia en-do, e kreizig-kreiz prantad ar jeneral Franco.
    Un digarez 'vo ar brezegenn-mañ da vout un tañvad ag oberenn an daou skrivagner-mañ (en ur ad-dizoloiñ glad hor bro-ni àr un dro) ha da gompren petra o liamme doc'h Breizh a-fed kalon.

Distroiñ