Priz lennegel 2022

Kaset d'an/d'ar 03/12/2022

 

Mich Beyer en Alre d'ar sadorn 3/12


Ne oa ket bet posupl aoziñ an dra-mañ a-raok penn-kentañ miz an Azvent, met get plijadur e vo degemeret Mich Beyer geneomp en Alre d'ar sadorn 3 a viz an Azvent, er greizenn Athena (emgav en degemer) da 10 eur. Aet eo ar priz Sten Kidna - Kêr an Alre 2022 geti evit he romant "Anna Skolan". Un tamm lid a vo evit roiñ he friz dezhi, hag ur pennad-kaoz (e brezhoneg forset-mat) geti. Kement lennour a garehe komz geti a-ziàr he romant pe, larkoc'h, a-ziàr he labour dre skrid, a vo daet mat ! A-vad.

Patrick Dréan

 

Distroiñ