Priz lennegel Sten Kidna 2018

Kaset d'an/d'ar 12/06/2018

Roet e oa bet an dekvet priz lennegel Sten-Kidna d’ar sadorn 9 a viz Mezheven e mediaoueg Athena, da Mich Beyer evit he romant Troiad en ifern (An Alarc’h embannadurioù). Ur pennadig komz a oa bet get lennerion neuze.

Dek den e oa a-barzh er juri ar blez mañ. Pal ar priz-se, krouet e 2008, zo brudiñ levrioù-faltazi skrivet e brezhoneg hag embannet nevez-zo, ha skoazelliñ an embann hag ar skrivañ. 

Aet da vMich Beyer evit an eil gwezh goude bout bet ar priz evit ar romant Etrezek an Enez er blez kentañ ma oa bet roet priz Sten Kidna. 

Get kêr an Alre e labour Kerlenn Sten Kidna evit an drivet blez, àr dro ar priz lennegel-se.

Bep a skouerenn ag ar pemp levr a oa àr ar renk zo bet roet da vediaoueg an Alre, ha kement arall da gani Brec’h.

Distroiñ