Aet eo Priz Sten-Kidna Le long cours du Bono 2013 da Aziliz Bourgès

Kaset d'an/d'ar 23/03/2013

Bez 'oa bet d'ar sadorn 24 a viz Meurzh

 Rentañ-kont 

 

Ar priz lennegel Sten-Kidna Le long cours du Bono, roet get kumun Ar Bonoù ha Kerlenn Sten Kidna, a zo aet da Aziliz Bourgès ar blez-mañ evit he levr « An Diaoul ouz taol » (2102/Emgleo Breiz). Levr muiañ karet an dek den ezel ag ar juri an hini eo, brezhonegerion a vro An Alre. Plijet int bet plijet get an doare m'he deus bet Aziliz Bourgès da sevel ur stumm nevez da vojenn Kêr-Is. Daet e oa Aziliz Bourgèz d'Ar Bonoù disadorn paseet, d'an 23 a viz Meurzh. Get Jean Lutrot, eil maer ar Bonoù ha Michel Demion, kuzulier-kêr e oa bet roet ar priz dezhi. 700 € a ya bep blez get ar skrivagner priziet. Mich Beyer, Herve Gouedard, Riwall Huon ha Yann Bijer o doa eñ tapet en he raok, ur priz bet savet e 2009. 

Ar pal : priziiñ ul levr faltazi nevez embannet, romant pe danevelloù, ha dre se roiñ kalon d'ar re a skriv e brezhoneg hiriv an deiz.

 

Ur priz arall e galleg a vez roet ivez bep blez, priz Bernard Moitessier, àr tem ar veaj (ha pa vehe unan gwir pe ijinet penn-da-benn), dibabet get ur juri arall : aet eo da « Tropique du Bayanda », get Virgile Charlot (Arthaud). Bernard Moitessier, moraer mill vrudet a zo interet er Bonoù.

 

Lañset eo bet get Kerlenn Sten Kidna ur "priz ispisial" ar blez-mañ, evit lakaat àr-wel ul levr e brezhoneg ha n'eo ket nag ur romant nag un danevell. Aet eo get Daniel Doujet evit e labour kempenn hag adembann "Etrezomp e brezhoneg", kronikennoù Job Jaffré bet embannet e-barzh La liberté du Morbihan etre 1965 ha 1986. Testennoù berr, kentelius hag aes da lenn, skrivet e brezhoneg mod Bro Pourlet, a-ziàr traoù a bep sort : istor ar vro, mojennoù, gizioù an dud, ha c'hoazh. Embannet eo bet pemp levr betek bremañ get Emglev Bro An Oriant, hag emañ ar c'hwec'hvet àr ar stern. Gwerzhet e vez e-barzh stal Coop Breizh an Oriant. 

Trugarez da Aziliz Bourgès ha Daniel Doujet da roiñ dañvez talvoudus d'ar re a vourr é lenn e brezhoneg, ha d'ar re é teskiñ ar yezh ivez.

Kerlenn Sten Kidna 

 

Distroiñ