Priz Sten-Kidna-Le long cours du Bono : roet da Erwan Hupel evit « Yudal !»

Kaset d'an/d'ar 20/06/2015

 D’ar sadorn 6 a viz Mezheven, e oa bet kaoz a levrioù e brezhoneg er Bonoù (Morbihan), peogwir e oa bet roet ar priz lennegel Sten Kidna-Le long cours du Bono an deiz-se. Roet e oa bet d’ar juri c’whec'h romant e brezhoneg embannet e 2014 ha 2013, da lenn, dezhe da zibab an hani en deus plijet ar muiañ dezhe. « Yudal ! », bet skrivet get Erwan Hupel, hag embannet get Al Liamm, a zo aet ar maout getañ.  Diàr intrudu ti-kêr ar Bonoù e oa bet savet ar priz e 2008, ha Kerlenn Sten Kidna eo a ra àr-dro sevel ar juri. Ur priz 700 € zo bet roet da Erwan Hupel get ar maer, Jean Lutrot. Ha kendalc’het e vo get ar priz lennegel mañ get kumun Ar Bonoù er blezadoù da zont, eme Jean Lutrot. Plijet eo bet ar juri get levr Erwan Hupel a ziskoue buhez pemdeziek ur skolaer barzh ur skol vamm divyezhek, get ar pezh a zo plijus, ar pezh n’eo ket, an darempredoù get ar vugale, o zud, ar skolaerion all, divyezhek pe pas… 

Setu roll al levrioù àr ar renk evit priz Sten-Kidna-Le long cours du Bono 2015 : 

Ar waremm vras, Youenn Kervalan, Al Lañv, 2013
Bigorned sukr ha bara mel, Fañch Peru, Skol Vreizh, 2014
Bizied Eva, Katelin Kerisit, An alarc’h embannadurioù,  2013
Koll atav, Gégé Gwen, Skol Vreizh, 2013
Milendall, Yann Fulup Dupuy, An alarc’h embannadurioù, 2013
Yudal, Erwan Hupel, Al Liamm, 2013.
 
Ar skrivagnerien priziet dija :
- 2009 : Mich Beyer/Etrezek an enez
- 2010 : Herve Gouedard/Liñvadenn Kastellaodren
- 2011 : Riwall Huon/Ar marc'h glas
- 2012 : Yann Bijer/Torrebenn
- 2013 : Aziliz Bourgès/An diaoul ouz taol ; priz ispisial ar juri da Daniel Doujet.
- 2014 : Yann Gerven/Traoù nevez ; priz ispisial ar juri evit Herri ar Borgn.
- 2015 : Erwan Hupel/Yudal
 
Kerlen Sten Kidna, 6 straed Joseph Rollo, 56400 An Alre/Auray.
 
http://www.kerlenn-sten-kidna.com/

Distroiñ