Ragenskrivadurioù

Kaset d'an/d'ar 11/05/2021

 

Salut d’an holl!

 

Kentelioù brezhoneg, kinniget get Kerlenn Sten Kidna a zo bet heuliet genoc’h adalek unan pe meur a vlez. Gourc’hemennoù aveit bout ken aketus ha ken kaloneg! Sur omp e faota deoc’h kenderc’hel ha pinvidikaat ho dizoloiñ ar brezhoneg. Evit aozañ gwell ar blezad-skol é tonet (2021-2022) ha rakwelet ar salioù hag ar vonitourion, hon eus dober a anavout resisoc’h an enskrivadennoù.

 

Trugarez deoc’h neuze respont kent ar 14 a viz Mezheven d’ar c’houlennaoueg verr da heul (deomp da ouiet) dre al liamm dindan:

 

https://framaforms.org/kerlenn-sten-kidna-kenteliou-noz-cours-du-soir-1620724894

 

Skipailh “Kentelioù-noz” KSK

 

Distroiñ