Sizhunvezh ar brezhoneg 2013

Kaset d'an/d'ar 16/03/2013

Abadennoù evit dizoloiñ bezañs ha pinvidigezh ar brezhoneg àr Zouar Alre.

 

 

    Evit ar wezh kentañ e kinnig Kuzul Rannvro Breizh lakaat yezhoù Breizh à- wel e-pad ur sizhuniad. Fiziet eo bet an aoziñ en emglevioù-bro. An holl abadennoù-se a vo aozet dindan Ti Douar Alre ha kaset get meur a gevredigezh (Kerlenn Sten Kidna, Ar Vammenn, Mein Mor ha Lann e Bro Garnag, Douar ha Mor, Bugale Armor...).

 

 

    E-pad ur sizhuniad enta, etre ar sadorn 16 hag ar sadorn 23 a viz Meurzh, e vo kinniget abadennoù a bep sort : predegennoù, abadennoù soniñ, ha darvoudoù dic'hortoz er marc'hadoù hag all. Oc'hpenn kement-se e vo roet un tañvaad ag ar brezhoneg da vugale ar skolioù her goulenno ; an hentennoù divyezhek en em ziskouezo d'ar re unyezhek galleg...

 

 

Pellgargiñ roll an abadennoù :

 

 

Distroiñ