Sizhunvezh ar brezhoneg

Kaset d'an/d'ar 26/02/2016

Pedervet gwezh - etre an 12 hag an 20 a viz Meurzh 2016 e Bro An Alre

Komz a rit brezhoneg pe galleg hepken, un deraouad pe ur brezhonegour ampart oc'h, kemerit perzh en darvoud laouenek-se !

Abadennoù dic'hortoz er lec'hioù foran, sinema, abadennoù tañva d'ar yezh, predoù, gweladennoù, c'hoarioù...

 

Kenurzhiet eo get Ti Douar Alre e bro an Alre.

Sizhunvezh ar brezhoneg zo ur raktres bet lañset e 2012 get Kuzul-rannvro Breizh. Savet eo bet get ar soñj brudiñ yezhoù Breizh (an deskiñ hag an ober gete) en holl degouezhioù ag ar vuhez pemdeziek.

 

Gwelet ar programm da bellgargiñ peotramant dre hor c'halander.

Distroiñ