Skol-noz : e-kreiz an distro !

Kaset d'an/d'ar 27/09/2013

  Abaoe an 16 a viz Gwenholon eh a hor skol-noz en-dro en Alre, e Pluergad, e Plarnel hag e Pleuwigner. Eh omp e-kreiz ar prantad ma en em gav arre ar studierion kozh ; ar prantad rekis d'ar re nevez evit dizoloiñ doareoù kelenn ar voniterion ha tostaat da vuhez ar Gerlenn. Bremañ eo ivez e vez dibabet get pep unan al live a gouch get e stad e-keñver ar brezhoneg : adalek A1 (evit an hini na ouia na Bu na Ba) betek al live C2 (ar brezhonegour ampart ha mestr àr e yezh) ; asampl e vo en em gavet evit komz, evit monet àr-raok a-hed ar blezad kentelioù (32 abadenn, un euriad hanter pep sizhun).

    Un dra nevez ar blez-mañ : ur gentel A1 (deraouidi) a zo bet lakaet d'enderv, d'ar Yaou etre 2e ha 3e30, en Alre.

     Troet eo ar c'helenn davet an ober get ar yezh (komz, kompren...) ; kalz a bouez a daoler enta, da vihanañ el liveoù izelañ, get ar vuhez er gentel (c'hoari, komz, kanal...). A-dra-sur e vez bourret èl-se e-kreiz ar begon. Tu zo da vout sikouret etre div gentel get an danvez kinniget àr internet (atav evit al liveoù izelañ). A-hed ar blezad e vez c'hoazh kinniget atelieroù kaset penn-da-benn e brezhoneg.

      Ha re ziwezhat eo evit tostaat d'ar skol-noz ? Tamm ebet ! Trawalc'h eo donet da c'houlenn dor zigor pa vez ur gentel (gwelet ar c'halañder) evit bout degemeret. Ha ken karadek e vez an degemer graet ma chomer, lies-mat.

Distroiñ