Stajoù

Kaset d'an/d'ar 25/05/2019

Eil staj berr dre soubidigezh

 d'an 25 a viz Mae 2019

E Ekomirdi Brec'h

            Paotaat an digarezioù da gomz, estroc'h evit er c'hentelioù-noz, ha neuze e meur a zegouezh ag ar vuhez pemdeziek, zo unan ag an traoù pouezusañ evit donet da benn a zeskiñ ur yezh. Evit monet pelloc'h get ar brezhoneg e ta ar Gerlenn a sevel daou staj berr e-korf ur blezad-skol, un devezh pep unan. D'ar sadorn 14 a viz C'hwevrer oa an hini kentañ. D'ar sadorn 25 a viz Mae vo an eil devezh staj e Ekomirdi Sandegan Brec'h.

           Get atalieroù a bep sort (soniñ a-veg, sonerezh, c'hoarioù, troioù-bale...) kaset e brezhoneg, e c'hell an dud a gemer perzh gwellaat o ampartiz ha brasaat o geriaoueg.

            N'eo ket rekis bout é teskiñ brezhoneg get hor c'hevredigezh evit donet d'ar stajoù, rak digor e vênt d'an holl re a oar tammoù brezhoneg. Tro o devo ar gomañserion enta da vonet e darempred get re flouroc'h o brezhoneg, hag ar c'hontrel ivez. Un digarez ivez da welet fasoù nevez e-ser bout soubet er yezh, get plijadur !

Lec'h : Ekomirdi -Brec'h
Eurioù : etre 9 e 30 ha 5 e 30 d'enderv
Priz :- 20 € (un devezh) evit ar re e-mesk deskerion ar Gerlenn/ 30 € (un devezh) evit an dud n'int ket izili.

 

Lakaat e anv : 

02.97.29.16.58.  /  ksk@ksk.bzh/ 06 31 60 26 82 / nol.tatard@free.fr

Distroiñ