Stal-labour e brezhoneg

Kaset d'an/d'ar 30/01/2015

Stal-labour get Ti Douar Alre.

          Ar blez-mañ e vo kinniget 4 stal-labour e brezhoneg get Ti Douar Alre, 4 oberiantiz liessort anezhe, ag ar c'han d'an arzoù plastek. Digor int d'an holl adal al live A1 (peotramant goude ur blezad kentelioù-noz). Kement staj a zo un degouezh d'an dud d'en em gavout asampl e-barzh un en-dro brezhonegour hag un digarez da zeskiñ traoù, da eskemm ha da gaout plijadur ec'h ober get ar yezh.

Setu roll ar stajoù kinniget deoc'h ar blez-mañ :

  • staj poderezh get Bernard Fravalo,

  • staj dañsal get Dominique Bertrand,

  • staj kanal get André Le Meut ha Jean-Paul Rieux,

  • staj arzoù plastek get Olivier Berson.

Evit gouiet hiroc'h a-ziàr hor c'hinnig stajoù (priz, deiz, danvez ar stajoù, penaos en em skriviñ ha c'hoazh...), taolit ur sell àr ar c'harned a c'hellit kavout amañ staget peotramant kasit ur postel deomp da : oliertidouaralre@gmail.com.

Distroiñ