Tro-vale e Lokoal-Kamors

Kaset d'an/d'ar 25/11/2008

  Setu e berr-gerioù ha get fotoioù (pas kalz, ha lod  a zo dispis), un tañva d'an droiad a zo bet graet e Lokoal-Kamorzh en-dro d'an natur, tokoù-touseg, gwez... d'ar sadorn 22 11. Un daouzeg bennak ac'hanomp a gemer penn an hent neuze. Un arsav un tamm pelloc'h àr an hent ha setu an dud é fourbouchat a-gleiz hag a-zehoù hag é tegas ar pezh o deus gwelet. Ar rusulenn emetik (da lâret eo: a lak da reboursiñ !) get he goust loskus (ar re o deus tañvaet a c'hell testoniiñ), ar laezhog laezh-melen (Lactarius chrysorrheus) get e laezh gwenn hag a dro da velen… hag ur laezhog arall (lactaire) get ur laezh loskus, loskusoc'h c'hoazh evit ar rusulenn... Ma, rezi ag ur pred tokoù-touseg n'eus ket evit henoazh ! Met ne oa ket ar pal naket, evit lâret ar wirionez... setu ur menestin polipor bras, get stummoù ha livoù ag ar choaz.Setu re arall, c'hwerv o c'hig: Hypholoma sublateritium moarvat…Koll e hent dre ar c'hoad a ro an tu da welet traoùigoù a-feson:       Ur lodenn ag ar strollad a oa aet fonnaploc'h ha peurchañs n'o deus ket gwelet an amanitenn wenn-mañ (marse a-walc'h Amanita verna) get he gwalenn hag he sac'h; unan hag a c'hell ho kas d'ar vered eo. Get unan hepken, ne voc'h marv marse ur seurt (ma n'oc'h ket ur c'hrouadur) met a-dra-sur e voc'h klañv-mat !   An heol a lugern du-hont, er mervent, goude un devezh gris…ha d'an tu arall, ur wezenn gurius; ur barr bras anezhi a zo aet da stagiñ en-dro doc'h an troñj pennañ hag en deus graet d'ar wezenn evel ur skouarn d'ur greg. Achu eo an droiad neuze, aet omp àr hor goarigoù, hag en despet mand d'an anoued o deus serret hon treid  omp kontant bout graet kammdroiennoù er c'hoadoù-se, ha barbotet ivez e-ser bale. P.Dréan  

Distroiñ