Tro-vale e Plarnel / balade à Plouharnel

Kaset d'an/d'ar 16/01/2012

D'ar sadorn 21 a viz Genver / Le samedi 21 janvier Un ugent bennak a dud e oamp e Santez-Barbañ, e Plarnel, d'ar sadorn 21 a viz Genver, evit gober ur bale dre ar maezoù ha klask sellet un tammig a dostoc'h doc'h ar plant, hag ivez, an evned en em gave àr hon hent dre bep div wezh ! Ne oa ket forzh tomm an avel, ha rezi a glav a oa a-gentañ, met a-benn ar fin ne oa ket bet hogozik tapenn ebet ! Goude un tamm gwel d'ar chapel e oamp aet da gavout ar feuntanioù ha poulloù a zo en diaz ag ar gêriadenn. Pelloc'h e oa dre un hent bouilhennek-pasapl e oamp aet betek ul lec'h uhel ma veze gwelet ar mor bras, an tevennoù get an tour savet d'an Alamanded evit gedal bagoù ha kirri-nij, ar gwernioù, ur vilin… À-lerc'h ur poull arall, setu ur gêriadenn arall, hag un tamm minotenn evit tostaat doc'h an hent-houarn. Betek aze e oamp bet ambrouget get div gazetennerez hag a oa é filmiñ evit Frañs 3. Dirañjet o deus un tamm mekanik resis-meurbet ar bourmenadenn, met amiapl-bras e oant ha reiñ a rint deomp an tu da c'houarn soñj ag ar valeadenn, diwezhatoc'h, pa welimp ar filmig. Daet e oamp da Santez-Barbañ en-dro, dre an hent goudronet ar wezh-mañ. Ne oa ket goude deomp bout bet belzet dre hor c'housked, met evit chom hep tremen en-dro dre ar vouilhenn. Avelek e oa met get ur gwel ledan ha kaer àr ar vro tro-ha-tro. Goulenn a ra aozour ar valeadenn e vehe pardonet bout lakaet ar valeerion da drapikellat er vouilhenn en ur lodenn ag an hent, da c'hortoz en em gavout en-dro un tamm diwezhatoc'h àr un hent arall. Kaset e vo deoc'h edan berr un tamm listennad ag ar pezh hor boa gwelet an deiz-se, evit ar re o dehe karzet kemer notennoù ha n'o deus ket graet, pe a oa re bell evit klevet tout spis.      Nous étions une bonne vingtaine de personnes à Sainte-Barbe, à Plouharnel, le samedi 21 janvier, pour faire un tour dans la campagne et regarder d'un peu plus près les plantes et aussi les oiseaux qui se trouvaient sur notre route de temps en temps ! Le vent n'était pas très chaud, et la pluie menaçait au début, mais il n'y a eu quasiment aucune goutte au bout du compte. Après une visite rapide de la chapelle nous sommes partis vers les fontaines et lavoirs du bas du village. Plus loin c'est par un chemin boueux que nous avons rejoints un endroit en hauteur d'où on voyait l'océan, les dunes avec la tour construite par les allemands pendant la guerre pour guetter les bateaux et avions ennemis, un moulin… Après un autre lavoir, voici un autre village et un passage pour aller jusqu'à la ligne de chemin de fer. Jusque là nous avons été accompagnés par deux journalistes qui filmaient pour France 3. Elles ont un peu perturbé la précision d'horloge de la promenade, mais elles étaient très sympathiques et grâce à elles nous aurons des souvenirs de cette promenade un peu plus tard. Le retour vers Sainte-Barbe s'est fait par la route goudronnée cette fois, non pas après avoir été avertis en rêve, mais pour éviter le passage boueux. La route du retour était venteuse mais avec une vue large et belle sur le pays environnant. Le guide de la balade demande à être pardonné d'avoir emmené les promeneurs patauger dans la fange sur un passage au début du chemin, en attendant de se retrouver un peu plus tard, sur un autre circuit. Bientôt vous pourrez disposer d'une petite liste de ce que nous avons vu ce jour-là, pour ceux qui auraient voulu prendre des notes ou ceux qui n'ont pas pu tout entendre.    Ma faot deoc'h gouiet hiroc'h a-ziàr ar plent pe al loenedigoù bet gwelet e-ser an dro-vale, klikit amañ :  rtk-tro-bale-Patrick-Drean

Distroiñ