Troiad vale e Lokmaria-kaer, d'ar 6.06

Kaset d'an/d'ar 11/06/2009

st1:*{behavior:url(#ieooui) }      Un dek bennak a dud a zo daet disadorn da vale e Sant-Piar-Loperek. Un degouezh e oa da zeskiñ, pe da zeskiñ en-dro ar gerioù é tenniñ d’al loened ha d’ar plent a gaver e-tal ar mor. Bet int bet ag an draezhenn da wern Brenegi, é tremen dre an tevennoù. Anv eh eus bet ivez ag anv tra-mañ-tra e latin. Tro o doa bet ar valeerion da welet laboused boutin evel ar pinted (peotrament  pin-pin  e bro Gwened), met ivez laboused all ha ne vezont ket gwelet ken alies evel an tadorn roueel da skouer. Alejet e oa bet an droaid-vale-mañ er memp tro hag an emgav kinniget get Bretagne Vivante en-dro da liested an natur. Emañ dav sellet doc’h liested ar yezhoù evel ul lodenn ag al liested-bed-mañ. Er bed a-bezh eh eus yezhoù é vont da get, hag an niver anezhe a ya àr zigreskaat. Lâret a ra deomp Jean-Marie Hombert, ur yezhonour a-vicher, er gelaouenn  La Recherche  pegen pinvidik eo yezhoù ‘zo ag Afrika evit deskriviñ  emzalc’h al loened pe an doareoù da fardañ al louzeier . Lâret a ra oc’hpenn :  Pa ya da get o yezhoù ez eo razh ar gouiziegezhioù-mañ a ya da get ivez er memp tro . Ar pezh ‘zo gwir en Afrika a zo ken gwir all en Europa hag e Breizh.      Samedi dernier une dizaine de personnes ont participé à la promenade organisée par Kerlenn Sten Kidna sur le site de Saint-Pierre-Loperec. Ce fut l'occasion de revoir le vocabulaire breton pour la faune et la flore côtières, de la plage au marais de Brénéguy, en passant par les dunes. Le vocabulaire scientifique en latin a été également beaucoup utilisé. Les promeneurs ont, ainsi, pu voir des oiseaux communs comme des pinsons (pin-pin en breton), mais aussi découvrir un couple de tadornes (tadorn roueel en breton) avec six petits.Cette marche avait lieu en marge des rendez-vous de la biodiversité organisés par Bretagne vivante. La biodiversité linguistique fait, elle aussi, partie de la biodiversité naturelle. Dans le monde entier, le nombre de langues parlées régresse; Jean-Marie Hombert, linguiste, souligne dans le magazine La Recherche d'avril, la richesse de certaines langues africaines de peuples proches de la nature pour décrire le comportement des animaux ou les techniques de préparationdes plantes médicinales : Quand leurs langues disparaissent, tout ce savoir disparaît, dit-il. Ce qui est vrai en Afrique, l'est aussi en Europe, et en Bretagne. CLM

Distroiñ