Ur benveg nevez erruet er vro : ar valizenn treiñ

Kaset d'an/d'ar 18/12/2013

     Diàr emglev Kerlenn Sten Kidna ha Ti Douar Alre eh eus bet prenet ur benveg hag a servijo sur da ledanaat implij ar brezhoneg er vuhez foran. Betek bremañ e veze ret amprestiñ balizenn Ofis Publik ar Brezhoneg, da lâret eo monet betek Karaez lec'h ma vez-hi ; zoken ma vez prestet evit netra n'eo ket bemdez e c'houlenner he bout : gober an hent mont-dont a zo amzer gollet ha mizoù.

     Ar benveg a servijo enta da dreiñ ag ur yezh en ur yezh arall. Tu a vo ivez en implij e degouezhioù arall ; da skouer evit kas baleadennoù pe ober un droiad en ur mirdi hep na vo rediet an animatour da gomz kreñv, da zirenkiñ pe da vout direnket get an dud arall. Selaouelloù a zo evit ugent a dud.

    Ma c'hello an div gevredigezh emglevet ober getañ pa garint e vo posupl ivez d'ar c'hevredigezhioù arall, d'ar skolioù, d'an tier-kêr, d'an embregerezhioù... er feurmiñ a zevezh ; neoazh, mar bez rekis jubenniñ, e vo ret d'an nep er feurmo kaout e jubennour.

          Evit gouiet doareoù resis ar feurmiñ, goulenn get Ti Douar Alre :

  • 02 97 31 87 59
  • degemer@tidouaralre.com

 

Distroiñ