Ur mintiniad e Gwened

Kaset d'an/d'ar 15/04/2017

 

 

 

              Ur blez zo e oa bet savet ar mirdi « Le Kêr » e Gwened, get ar pal lakaat an dud da anavout gwell amzer dremenet Breizh, etre ar ragistoer hag amzer ar Romaned. Eno e oa bet aozet ur weladenn get Kerlenn Sten Kidna, hag 11 den a oa en em gavet d’ar sadorn 15 a viz Ebrel da vintin. E brezhoneg e oa tremenet an traoù, ambrouget ma oa ar vandennad get Tomaz, é labourat evit ar mirdi. E fin ar weladenn o doa bet tro an dud da gomz get rener ar mirdi, Hervé Paquet. Get an embregerezh « Diorren project » e oa bet douget ar raktres e-pad blezadoù betek ma tahe da wir àrlene.

              Er savadur e valeer etre mangoerioù mein faos mes gwirhañval, bet savet get teknikoù ijinet evit ar sinema. Panelloù (teiryezhek, brezhoneg, galleg, hag ivez saozneg) zo, e-lec’h ma tesker pelloc’h a-zivout istoer ar pobloù a zo tremenet àr zouar an Arvorig. Filmoù zo ivez, liv ar fent àrne, mes kentelius ur sort, a glever a bep eil brezhoneg, saozneg ha galleg enne. Un nebeudig dielloù video arall zo, en o mesk unan a-ziàr ar mein veur. E fin ar weladenn e seller doc’h ur film « e 4 ment » lec’h ma vever, ag an diabarzh, an emgann kollet get ar Weneted a-enep d’ar Romaned, er blez 56 e-raok J-K. Ar priz kentañ evit ar filmoù berr e 3D zo aet d’ar filmig-se, n’eus ket pell zo, e Hollywood, da geñver prizioù an  Advanced Imaging Society.

              Dreist pep tra e lak ar mirdi-se – pe tachenn(ig)-c’hoarioù, èl ma vez graet anezhañ ivez – àr wel ar prantad leun a cheñchamantoù a oa bet ag an neolitik, etre kemmoù bras en teknikoù, en hin, pobloù é tiblasiñ, brezelioù ha kenwerzh dre Europa. Lod-kaer anezhe zo liammet get hor feson-ni da vevañ hiziv an deiz. Reiñ a ra respontoù ha lakaat a ra ivez, forset-mat, goulennoù da sevel e-mesk ar weladennourion.

 

 

 

Distroiñ